Kavout a rit amañ ur geriadur (diglok) eus loened vil a gaver c'hoazh (met evit pegeit?) er vro. Hor pal a zo dont a-benn anavezout (a-bell zoken) anezho hep tostaat re deus outo : danjerus int holl n'eus forzh peseurt fas a zo ganto, zoken pa seblantont dousig (dreist-holl pa seblantont dousig!!!). N'eo ket echu c'hoazh hor studiadenn. Spesoù 'zo, n'int ket bet dizoloet c'hoazh gant hor skipailh, met labourat a reomp start evit don't a-benn mirout ouzh an dud echuiñ fall gant doareoù
Danjerus
(Fiziañs ebet!)
Danjerus-tre
(na dostait ket deus outañ, nag a-dost, nag a-bell)
Vil
dreist-holl (riskloù braz 'zo klask mont davetañ)
|
|
1-Stlejvil teodeg vinimus, beg bras, dezhañ stumm ul loenig hegasus en em gemer evit unan brasoc'h m'emañ e gwirionez. N'eo ket evit gouzañv loened n'o deus ket un teod ken divalav ha hir hag e hini. 2-Dre skeud. Bezañ vil evel ur Sssevenement. Setu un den n'eus ket moien kaout fiziañs ennañ. Sssevenmentiñ : En em flastrañ evel un tammig kaoc'h flaerius . |
|
1- Kavout a raer al loenpreizh-mañ dre vraz o kemer plijadur er fank, pe n'eus forzh pelec'h e kavo kaoc'h a-walc'h evit en em santout en e vleud. E vouezh a denn eus un trouz lous ma raer pa vez lezet avel diflipañ etre hor feskennoù. 2- Den lous ha pilpous : Sell ouzh ar Pennmoc'h-mañ. |
|
|
(Bob e varv) : Niverus-tre er bloavezhioù 60 e reter Europa, aet eo bremañ da get. Kavout a rit un nebeut tre anezho e kornog Europa, lec'h m'eo deuet un spes difennet gant amourusted an natur hep don't a-benn o saveteiñ da vat. Strolladigoù-mañ-strolladig anezho a gavit c'hoazh, met debret int alies gant ul loen noazus, ar pennmoc'h, zoken en e di, dre vraz ur banlev, ma veze graet ruz anezhañ abalamour da liv an Huedurig e kounnar.
|
|
|
|
Seurt leue dour a vez graet Roue al loened, n'ouzer ket perak avat, ken m'eo feneant, goapaus, liver gevier ha laer.Profit a ra kalz eus labour al loened all. Pa teu ar goañv, kemer a ra plas 'ba ti ul loen all a 'benn lakaat e familh en e blas. Ur c'hirak a zo ur seurt koukoug-vor.
|
DIWALLIT !
Klevet hon eus komz eus ur spes vil-vil tre. Ar sarkozig. ARABAT tostaad deus outañ dreist-holl ! Danjerus kenañ eo ! Skrivit deomp ma welit unan.